Betek bremañ e oa diaes lakaat Istor Breizh da vezañ anavezet gant ar brasañniver, gant tud eus kement rummad sokial pe rummad oad zo war un dro. N’eo ket gwir ken a-drugarez d’an Audio Histoire de Bretagne pour tous gant Jean-Jacques Monnier hag Olivier Caillebot. Istor Breizh a vo kontet deoc’h e-kerzh 80 pennadig-kaoz, war peder fladenn, hag ur gaer a levrig evit gouzout hiroc’h. Diwar ar 5 000 skouerenn bet embannet gant Skol Vreizh ez eus bet gwerzhet an hanter en ur ober daou viz. Kement prezegenn pe sonadeg bet aozet da-heul en deus graet berzh bras. En ul levrdi e Gwened eo ar best-seller er mare-mañ, da skouer. Un taol-kaer !
Merzet o doa aozerien al levr « e c’heller, dre ar son, diskar ar skoilhoù ». Evit an istorour Jean-Jacques Monnier « emañ an embann levrioù en un enkadenn, en abeg d’an diouer a arc’hant, met d’an diouer a amzer ivez. Derc’hel penn a ra ar radio, muioc’h evit an tele marteze. Fellet ez eus deomp ober hor mad eus se ha kinnig war un dro ul levrig plijus ha brav, pinvidik hep bezañ re dev ». Pemp bloaz labour, 40 perzhiad ha 5 studio enrollañ a zo bet ezhomm evit kas al labour da benn. « Ur budjed bras eta, gras d’ur striv bras a-berzh an embanner ha sikour ar Rannvro, ez eus bet peadra da zigreskiñ ar priz gwerzh en 20 €. Pezh zo a bouez evit degas istor Breizh d’an holl, ar re yaouank en o zouez » emezañ.
MOD UN HEULIAD RADIO, DREISTORDINAL E BINVIDIGEZH
A-live gant heuliadoù brudet Radio France eo an enrolladennoù-mañ, gant ur mont en-dro eeun : kaozeadennoù kronologel hep an disterañ tra skrivet en a-raok. « Evit bezañ naturel, ne ouien gwech ebet en a-raok peseurt goulenn a vefe savet ouzhin. Enrollet war ar prim int holl, pezh a zegas ur gwir aergelc’h » eme an istorour. « Evit ijinañ un teul plijusoc’h da selaou hon eus kenlabouret gant un tregont muzisian hag un dek komedian bennak : ur mod evit ar selaouerien da ziskuizhañ, en ur ouzhpennañ son-skeudennoù ha doareoù all da reiñ titour. Klevet e vo tonioù kozh bet adkavet ganeomp, ha lod all zo bet savet a-ratozh » emezañ c’hoazh.
DISKAR AR RAKSOÑJOÙ
Elfennoù hon istor, raksoñjoù diwar o fenn alies, evel plas ar merc’hed pe orin an Triskell hag an Erminig a zo displeget dre ar munud : un dibab, graet oc’h en em lakaat e-plas ar selouerien. « Olivier en deus choazet sevel ar goulennoù a vez alies e spered ar Vretoned hep ma kredfent o sevel, en un doare simpl hag hep kontrollerezh ebet. N’eo nemet ur wech echu hor boa intentet pegen efedus e oa an doare-mañ evit skeudennaouiñ hon istor e speredoù ar selaouerien. An holl re o deus kemeret perzh o deus komprenet e oa o istor dezho o-unan o vevañ bremañ en ur stumm nevez : pemp eurvezh istor ha sonerezh, hag ur levrig pinvidik daheul. Evit gwir ez eo dreistordinal ! »
SEVEL UN ABADENN BADUS EVIT AN HOLL
E 2006 e oa en em gavet Jean-Jacques Monnier gant Olivier Caillebot, produer evit Radio Variation, e Treger-ha-Goueloù. Da heul an degouezh o doa savet ur raktres abadennoù pemdeziek 5 munutenn diwar-benn Istor Breizh. « Un danvez dedennus-kenañ evit Olivier, ha dianav penn-da-benn dezhañ, evel d’an darn vuiañ eus an dud » eme e genseurt en drogaer. A-drugarez d’ar berzh graet gant ar 130 abadenn, skignet peder gwech bemdez, e oa bet divizet gant renerien ar radio skignañ en-dro an hollad d’an eurioù ma vez ar muiañ a selaouerien. « Tud a bep seurt oad ha metoù a oa plijet bras. War o lec’hioù labour e selaouent an abadenn zoken » eme Jean-Jacques Monnier. Kinnig un oberenn badus evit an holl a felle d’an daou zen ober. Divizet o deus an daou gomper enrollañ pladennoù neuze. E 2007 ec’h asant renerien Skol Vreizh embann anezho.
PAOTR AN ISTOR HA PAOTR AR RADIO : UR C’HOUBLAD EFEDUS
Maget eo an oberenn gant skiant ar vicher : kinnig hon istor, luziet a-wechoù, gant skouerioù fetis ha fonnus, ha displegadennoù simpl ha fraezh. Evit Jean-Jacques Monnier ez int deuet a-benn a-drugarez d’ar c’hempouez degaset gant perzh pep hini. « War un dro gant doareoù ober Olivier, ar saver goulennoù, den ar radio, hag hini ar c’helenner ampart. Hor c’henlabour er radio a zegas un aergelc’h simpl hag a genfiziañs. Rak evit rannañ e ouiziegezh e ranker doujañ ha bezañ tost d’ar selaouerien. Un tamm evel ma oa deuet Alain Decaux1 a-benn d’ober. Chomet omp bepred war dachenn an hengoun komzet. »
UR GROUIDIGEZH C’HOARIVA HA SONEREZH
« Didier Dreo zo bet o labourat hir amzer war ar frammañ, ouzhpenn sevel un ton dibar evit ar Bro Gozh, gant Nolwenn Korbell o kanañ en ur mod dreistordinal ». Ha gwir eo evit an oberenn en he fezh gant ul labour don leurenniñ ha sonaozañ : « Gellet hor bije ober gant tonioù prest hag all ha brudet mat, aesoc’h ha primoc’h ! Sevel un oberenn dibar, ur grouidigezh da vat a felle deomp ober avat. Ar berzhidi, a-vicher pe a-youl vat, zo holl tud tost d’ar c’hoariva. An dibaboù zo bet graet hervez an tudennoù. Gant Naomie Le Youdec evit perzh Anna Vreizh pa oa 13 vloaz da skouer : ar memes oad eo hag an hevelep youl ganti ! » eme an Tregeriad.
REQUIEM, RAP, METAL, GWERZIOÙ : DA BEP KOULZ E SONEREZH
Skiant-prenet Jean-Jacques Monnier evel kelenner en deus talvezet ivez. « Goude 4 pe 5 munutenn e vez evezh an dud o koazhañ. Un digarez d’ober un ehanig gant sonerezh, berr-berr a-wechoù. Evit sklêrijennañ ha pinvidikaat an istor ivez. Gant ar requiem bet kanet en obidoù Anna Vreizh da skouer, bet kollet goude hag adkavet nevez zo. Pa vez kaoz eus an 19vet kantved, hon eus dibabet gwerzioù dastumet er mare-se ha kanet bepred ». E degouezhioù all o deus ranket kaout ijin : « sonerezh metal evit oadvezhioù an houarnioù ! Ret e oa d’an holl selaouerien, yaouank ha kozh, Breizhat pe get, brezhonegerien pe gallaouegerien, plijet gant ar sonerezh hengounel pe get, kaout an tu da berc’hennañ an istor-se ». Doareoù sonerezh a seizh seurt warn-ugent a glever eta : eus ar metal d’ar rock en ur dremen dre ar muzik barok, ar folk ha re all c’hoazh.
ABADENNOÙ LIESVEDIA
Sachañ evezh ar muiañ ar gwellañ a dud, aze emañ an dalc’h evit Jean-Jacques Monnier hag Olivier Caillebot, gant un heuliad abadennoù kinniget e Breizh. « War al leurenn e kontomp istor Breizh gant pennadoù-kaoz e-keit ma vez bannet luc’hskeudennoù ha klevet un nebeud tonioù. Liesvedia eo eta. Gellout a reomp dont gant muzisianed ha komedianed ivez ha kinnig ur gwir abadenn istor ». Un taolkaer ken ma vez selaourien oc’h heuliañ an daou gomper eus un abadenn d’eben.
LAÑSAÑ AN TRAOÙ E NAONED : UN DIBAB
Kinnig ar brezegenn gentañ e Naoned a oa un dra anat evit Jean-Jacques Monnier rak « lec’h pennañ memor Breizh an hini eo. Holl pennadoù bras hon istor a zo liammet ouzh Naoned ». Evitañ e tiskouez splann an oberenn « eo breizhat Bro-Naoned abaoe an 9vet kantved hag he deus maget liammoù gant ar peurrest eus Breizh dalc’hmat. Nevez zo, al lanvioù du, ar stourmoù enep-nukleel, al luskad evit an adunaniñ, o deus diskouezet nerzh an darempredoù-mañ. »
ANAVEZOUT E ISTOR EVIT BEZAÑ EN E VLEUD
« Spi hon eus bezañ krouet ur benveg ‘klasel’ a vo talvoudus e-pad pell. Ha bezañ tizhet ar yaouankizoù. Mont betek ar penn a oa ur sapre trec’h dija rak un tamm foll e oa ar soñj. Goude an abadennoù e teu al lennerien-selaouerien davedomp evit lavaret o deus desket ur bern traoù. Kalz anezho a embann eo ar wech kentañ e talc’hont soñj eus elfennoù pennañ o Istor » eme Jean-Jacques Monnier. « Fromet e vezont alies : ezhomm o deus da anavezout, da gompren, da glevet evit ar wech kentañ n’eus tamm talvoudegezh ebet d’ar c’hlichedoù diamzeriet ha gwashaüs bet klevet ingal ganto. « Goude bezañ klevet kement-se en em santan kalz gwelloc’h » en doa embannet un den en e 40 vloaz. Padal n’hon eus graet nemet dezreveliñ fedoù. Vad a ra ar wirionez ! »
Tennet eo ar pennad-se eus ar gelaouenn Bremañ, ar gelaouenn viziek hollvrezhonek. Klikit war al liamm-se evit koumanantiñ da Vremañ
Apprenez le breton : En six mois c’est possible !