Edouard Leclerc, tad ar gourmarc’hadoù

Boas omp hiziv an deiz ouzh ar gourmarc’hadoù ha diaes eo deomp krediñ eo bet disheñvel bed ar c’henwerzh, n’eus ket keit-se c’hoazh. Er bloaz-mañ eo aet d’an Anaon ur c’hrouer gourmarc’hadoù brudet, ha moarvat an embreger breton brudetañ dre ar bed : Edouard Leclerc. Nouspet prezegenn en e enor a zo deuet da-heul e varv, war an ton bras, gant mediaoù meur koulz e Breizh, koulz e Pariz, hag en estrenvro zoken. Peseurt den e oa, ha petra en deus graet ? Taolomp ur sell eta.

Leclerc

N’eo ket souezh e oa bet savet an asagn E. Leclerc e Leon, ur vro merket-mat gant ar spered embreger, ur vro e-lec’h ma kaver orinoù ar CMB ha Triskalia, ar SICA ha Brittany Ferries da skouer.

GENIDIK EUS LANDERNE

E Landerne e oa bet ganet Edouard Leclerc, en ur familh bourc’hiz ha katolik. E dad a oa ofisour, genidik eus Franche- Comté. Familh e vamm, Kerouanton hec’h anv, he doa ul leti e kêr Landerne.
Betek 1948 e oa bet o studial e kloerdioù hag e oa e soñj mont da veleg da gentañ. Chomet e oa stag ouzh ar relijion a-hed e vuhez. Un den eus an tu kleiz ne oa ket, ha doujañs meur en deus bet evit ar jeneral de Gaulle.
Nebeut goude bezañ kuitaet ar c’hloerdi en doa savet Edouard Leclerc e stal gentañ e Landerne. Ar mennozh a oa deuet e-kreiz e zoare d’ober kenwerzh a oa « dispac’hel » evit ar mare : gwerzhañ produioù prenet digant ar broduerien war-eeun, kement-se evit izelaat ar priz d’ar pratikoù. Ne oa nemet un dra a veze gwerzhet en e stal er penn-kentañ tout : gwispid eus Pondi. Da-heul e oa deuet produioù all, kresket ar stal, digoret reoù nevez, ha tamm-ha-tamm e oa bet savet ar sindikad stalioù, deuet da vezañ unan eus asagnoù brasañ e Frañs.

RELIJION AR PRIZIOÙ IZEL

Evel ma lavare Edouard Leclerc e-unan a-hed e vuhez, e soursi pennañ a oa bet izelaat priz ar vuhez d’an dud. Hogen gwerzhañ marc’had-mat ne dalvez ket dre ret aesaat buhez an holl. Adalek ar pennkentañ ha bete-vremañ e vez tamallet da Leclerc reiñ lañs d’ar sistem gwerzhañ a zo deuet da lazhañ ar stalioù bihan. Hervez tud zo e vefe lakaet gwask gant an asagn war ar broduerien ha paeet fall ar re vihan. Lod c’hoazh a lavar ne vefe ket dereat eurioù labour ha kevratoù ar c’hopridi er stalioù Leclerc, nag o goproù. Eus un tu all eo arabat disoñjal n’eo ket E. Leclerc un asagn kreizennet, met kentoc’h ur sindikad, ha dre se n’eo ket unvan an doare da ren ar stalioù, rak meur a berc’henn a zo (div stal d’ar muiañ evit ur perc’henn, hervez reolennoù ar sindikad).

LECLERC HA BREIZH

Daoust d’an traoù-se e vez klevet alies e vefe bet Edouard Leclerc un den simpl ha digor hag e oa chomet mod-se betek fin e vuhez. Un afer all a zo avat, ret eo anzav, ha n’eo ket bet e-kreiz buhez an den-se, bet anvet Breton ar bloaz gant ar gelaouenn Armor Magazine e 1983 : sevenadur Breizh kement hag ar brezhoneg. E vab, Michel-Edouard, e penn ar sindikad abaoe 2005, a zo nec’het nebeutoc’h c’hoazh gant Breizh. Anat eo ne vir ket kement-se ouzh perc’henned ar stalioù Leclerc, kement ha stalioù all, da dennañ o gounid eus identelezh Breizh hag ar bannieloù gwenn-ha-du. An identelezh a servij mat da werzhañ, evel m’omp-ni kustumet abaoe pell.

Kronologiezh ar stalioù Leclerc :

1949 : stal gentañ e Landerne
1955 : lañs ar sindikad (kentañ stal digoret gant un den all)
1959 : kentañ stal e bro Bariz
1964 : kentañ hipermarc’had E. Leclerc, eil hipermarc’had bet digoret e Frañs goude hini Carrefour.
1992 : digoradur war an estrenvro

Tennet eo ar pennad-se eus ar gelaouenn Bremañ, ar gelaouenn viziek hollvrezhonek. Klikit war al liamm-se evit koumanantiñ da Vremañ

Apprenez le breton : En six mois c’est possible !

Articles similaires :

FERMER
FERMER