14vet festival Yaouank a vo kinniget e miz Du gant Skeudenn Bro-Roazhon. Abadennoù liesseurt a vo etre ar 1añ hag ar 17 a viz Du, e bro Roazhon. Degadoù a strolladoù sonerien a vo… En o zouez e vo Tan De’i, gant c’hwec’h plac’h leun a startijenn.
Ur grouidigezh bet gourc’hemennet gant aozerien Yaouank eo Tan de’i, gant harp aozerien fest-noz Cachan. « Bepred ez eus bet merc’hed o plediñ gant sonerezh Breizh » eme C’hlenn Jegou, pennaozer Yaouank, « met ne weler ket anezho kement hag ar baotred war al leurennoù pe o vont war ar vicher« . Deuet e oa neuze ar soñj gantañ, Delphine Florez (akordeoñs) ha Yuna Leon (violin) da vodañ merc’hed war al leurenn evit Yaouank. Buan eo erruet izili all Tan De’i : Anne-Marie Nicol (bombard ha binioù), Céline Le Forestier (binioù), Hélène Brunet (laùd) ha Nolùen ar Buhé (kan).
Merc’hed entanet
Dre zegouezh e oa deuet ur seizhvet plac’h er jeu ivez, Yanna Plougoulm, evit ober war-dro ar son. Abaoe an hañv emañ ar c’hwec’h plac’h o prientiñ un eurvezh a donioù da zañsal. « Aon ‘m eus bet un tammig er penn-kentañ » eme Nolùen ar Buhé. « Gant paotred em eus labouret alies hag aze ne oa nemet merc’hed. A-benn ar fin n’eus bet diforc’h ebet ! Mennet omp d’ober labour vat, sonennoù mat, muzik a-feson« . Kalz a ganaouennoù zo bet dibabet ganti, Yuna hag Anne-Marie (a vro Pourlet). « Klasket hon eus testennoù lec’h m’o deus ar merc’hed ur plas a bouez » eme ar ganerez. « Kavet e vez kalz kanaouennoù lec’h ma kont ar merc’hed pegen start eo o buhez« . Unan eus an tonioù a ginnig istor ur plac’h a nac’h dimeziñ evit chom dizalc’h, unan all a ra anv eus ur plac’h dimezet d’ur boesoner ha na ra ket war-dro o bugale… Peadra a vije da sevel kanennoù nevez hiziv an deiz a-dra-sur.
Nevezamzer Yaouank
Evit ar pevarzekvet bloavezh e vo roet da anavezout sonerezh Breizh d’an holl, e bro Roazhon. Tamm-ha-tamm eo kresket an daou fest-noz (d’ar Yaou ha d’ar Sadorn) da festival, gant emgavioù hag abadennoù liesseurt, hag a vod 12 000 den bep bloaz. Sonadegoù en tavarnioù gant Yaouank BisTRO, un abadenn vuzik digoust er Maezioù Frank, filmoù brezhonek gant Sine Yaouank, ur fest-noz bihan gant skolidi Skol sonerezh Roazhon abaoe daou vloaz, ur rummad abadennoù diwar-benn sevenadur Breizh evit ar vugale gant Yaouankiz… Sonerien yaouank-flamm, gant loreidi konkour etrelise Lannuon, ha pennoù bras ar jeu, gant ar Vreudeur Morvan da skouer, a vo klevet mesk-ha-mesk, kement ha traoù dic’hortoz-mat gant Cuba Y Breizh. Emañ skipailh Glenn Jegou o prientiñ un astenn da Yaouank ouzhpenn-se, a-benn an nevezamzer, e miz Mae… hag e Breizh-Izel en taol-mañ !
Yaou 15 Du – Sal ar Cité – 6e30 noz – 6€
• Titom • Feiz Noz Moc’h • Blain/Leyzour•Kemper Ceili • Distrein•Klegaden • Le Loup/Le Millier•André/Morin • Clément Bobinet • Hop ‘op ‘ops •
Sadorn 17 Du – MusikHall – 4e30 g.k. – 12€
• El-TaQa (Startijenn) • Cuba Y Breizh • Guichen • Les Ramoneurs de Menhirs • Esquisse (ha mignoned) • Tan De’i (krouidigezh Yaouank 2012 gant Kêr Cachan) • Landat/Moisson Quintet • Oreben • Plantec • Les Frères Morvan • Krismenn & Alem Kan Ha BeatBox • E-Leizh • Digresk • Traines Meuriennes (ha mignoned) • Sérot/Janvier •
Tennet eo ar pennad-se eus ar gelaouenn Bremañ, ar gelaouenn viziek hollvrezhonek. Klikit war al liamm-se evit koumanantiñ da Vremañ
Apprenez le breton : En six mois c’est possible !