Red Cardell, kannaded sonerezh Breizh betek Harlem

Ur bloavezh gwall binvidik eo hini e 20 vloaz evit strollad sonerien Red Cardell : e miz Ebrel e oa bet embannet Falling in Love, ur bladenn bet sonvesket e New York gant un teknikour hag a gustum labourat gant arzourien vrudetañ ar bed. En hañv-mañ e oa bet kinniget ar grouidigezh Fest Rock gant Bagad Kemper e Gouelioù Kerne. Ul levr zo bet lakaet er gouloù gant Palantines ivez, hag a gont en un doare dibar buhez hir ar strollad rock.

Red Cardell 20-ans

E 1990 e oa bet savet Penfleps, ur meskaj sonerien hengounel, bal ha punk ! E 1992 e oa bet rannet etre daou strollad : diouzh un tu Farid Aïd Siameur ha Jacques Moreau o sevel Tayfa, ha diouzh an tu all Jean-Pierre Riou, Jean-Michel Moal ha Ian Proerer. Krouet e oa Red Cardell diwar ar c’han, ar gitar, an akordeoñs hag an taboulinoù. Plijet eo Jean-Pierre Riou o klevet e vez gwelet Red Cardell evel ul lodenn eus dremmoù sonerezh Breizh : « Laouen bras omp rak an dra-se a ziskouez e kompren an dud hon doare seniñ, war un dro war dachenn sonerezh Breizh hag hini ar bed. Kannaded omp pa vezomp o seniñ en estrenvro. »

EMDROET TAMM-HA-TAMM

Nevez zo en deus Jean-Michel Moal divizet ober un ehan : degemeret eo bet neuze harmonika Mathieu Péquériau e plas an akordeoñs. Abaoe un toullad bloavezhioù e oa deuet Manu Masko e-barzh ar jeu, ouzh an taboulinoù, pa oa aet Ian gant un hent all. « En un Ti ar Yaouankiz e Niort ec’h aozen sonadegoù : e mod-se em eus gwelet sonerien Red Cardell meur a wech hag e oan bet sabatuet gant o startijenn dreistordinal » emezañ. Evel m’eo c’hoarvezet alies-kenañ war hent Red Cardell e oa aet buan-tre an traoù : « Evit kemer plas Ian e oan bet rakdibabet asambles gant tri pe bevar soner binvioù tos all. An abadennselaou a oa bet aozet e Kemper en ur salig daouzek metrad karrez. Chomet on abaoe » eme Vanu Masko. « Pa oa bet degemeret Manu ne oa ket bet ezhomm ouzhpenn dek munutenn o seniñ asambles war al leurenn evit kompren e oa bet graet an tremen mattre » eme Jean-Pierre Riou.

SPERED RED CARDELL : HINI SONERIEN AR VRO

Koulskoude, biskoazh n’eus bet troc’h ebet e sonerezh ar strollad rak ar spered eo a liamm ar sonerien-mañ, kalz muioc’h evit na ra o binvioù. Pinvidikaet en deus sonerezh Manu Masko panerad ar strollad da skouer, gant a bep seurt degasadennoù, evel ar plinn-rock, sonerezh ar reter pe c’hoazh arlivioù funk. Daoust da se « e vez anavezet hon doare da seniñ ur gavotenn da skouer peogwir omp deuet a-benn dalc’hmat da zoujañ ouzh diazezoù ar strollad : hor son eo a vez anavezet muioc’h evit hor sonerezh » eme Jean-Pierre Riou. Plijet eo hemañ o tisplegañ e labour evel ur soner hengounel : « Tost-kenañ on ouzh sonerezh Breizh, bev mat a-drugarez d’an niver dreistordinal a sonerien amatour. Rock ha sonerezh Breizh a ya mat asambles rak pa vez lañset un ton kan-ha-diskan evit krouiñ un osmoz gant an dañserien, e c’hoarvez da live ar groove ha n’eo ket ar startijenn hepken. Posupl eo da vedoù sonerezh ken disheñvel, evel gant ar beat-box, kejañ en ur vevañ hor sonerezh dre santout ar pezh a c’hoarvez rak groove a vez er festoù-noz. »

REIÑ MOUEZH D’AN HENGOUN DRE AR ROCK

« Kement tra hon eus gellet seniñ hon eus graet. Sonerezh gall peogwir e tegas ul levezon n’heller ket tremen hebiou pa vez ar chañs da gompren gerioù Léo Ferré, Rimbaud, Brel pe Verlaine. Sonerezh Breizh peogwir e vevomp er vro : mantrus e vefe chom hep tennañ gounid eus ar pezh hon eus bet tro da glevet. Ur fazi e vefe zoken ! Hogen en « lavaret » a reomp dre ar rock abalamour d’e nerzh. A-benn ar fin eo ar rock sonerezh blues hag a zo emdroet. Falling in love zo bet sonvesket e Harlem, e-lec’h m’eo bet kendeuzet ar blues abaoe bloavezhioù. Se an hini eo ar rock e gwirionez : treiñ ar sonerezh hengounel, evel hini Breizh, en holl zoareoù a blij deomp » emezo.

BETEK HARLEM, E STUDIO AR BLACK EYED PEAS

Souezhus eo disoc’h ar bladenn dre m’eo bet mesket ar son gant Ariel Borujow, er Stadium Red Studios, er 125vet straed. Goude Puff Daddy pe Black Eyed Peas e oa bet paotr ar son o labourat war sonveskañ tonioù Red Cardell, gant Bagad Kemper evit c’hwec’h anezho. « Abaoe meur a bladenn e oamp chalet gant ar son. Ur strollad diazezet war ar c’hellusk omp ha ral a wech eo bet lakaet war glev en hor pladennoù. Aet e oa Manu war-zu unan eus gwellañ paotred ar son er bed eta. Ha kavet gantañ ar pezh a felle deomp : un doare dibar da lakaat nerzh hor c’hellusk en a-raok asambles gant ar mouezhioù. Ur gwir skiant-prenet war an dachennmañ a zo gantañ rak ar sonerezh hip-hop a laka da vat ar mouezhioù en a-raok hag Ariel a labour gant arzourien eus metoù disheñvel-mik. Daoust m’eo bet o labourat evit pladennoù gwerzhet a vilionoù e tibab e raktresoù gant e zivskouarn : ma plij ar son dezhañ e kemero perzh ! » eme Jean- Pierre Riou. Ken plijet eo bet Ariel Borujow m’en deus gouestlet dek devezh da bladenn Red Cardell e-lec’h pemp en ur lezel raktresoù all a-gostez : « Gant Mandolino en deus klevet evit ar wech kentañ ar vombard ha binvioù all ar bagadoù. Ur blijadur divent en deus bet o labourat war an tonioù-se. Abaoe ec’h embann eo fier-ruz bezañ kemeret perzh en ur seurt labour : bepred e vez ar bladenn gantañ da lakaat an neb a gav war e hent da selaou ! » emezo.

20 VLOAZ PAKET EN UL LEVR-PLADENN

« Ne ouiemp ket penaos lidañ hon ugent vloaz. Ne felle ket deomp ober evel hon pemzek vloaz a oa padet tri bloaz gant Banquet de cristal. Henri Belbéoch, embanner Palantines, zo mignon deomp abaoe ugent vloaz. Asambles hon eus soñjet en ul levr. Koulskoude, ne felle ket deomp sevel ur vuhezskrid klasel. Rankout a rae kontañ hon istor gant pluenn ar re a anavez ac’hanomp, a c’hell kontañ spered ar strollad, displegañ ar santimantoù a zegas hon sonadegoù hag hon pladennoù » eme Jean-Pierre Riou. « Neuze hon eus kavet brav goulenn gant hon mignoned, hon selaouerien feal, tud eus bed ar son, kazetennerien, pennoù tavarnioù, ha re all c’hoazh, skrivañ bep a destennig diwar hon penn » eme Vanu Masko. An disoc’h : 125 pajenn sinet gant Farid ar C’habil, Oleg a Ukrena, pe c’hoazh ar Skosad Jimmie O’Neil, kaner ar Silencers, a gont karantez ar sonadegoù en tavarnioù, an troioù-kaer war an hentoù etre leurennoùigoù ha gouelioù bras, danevelloùigoù liesdoare met ivez personelezhioù tud brokus ha digor.

RAKTRESOÙ ALL GANT KELTIA

Ur bladenn live, enrollet e-pad ur sonadeg er Boule Noire e Pariz, a vo embannet e nevezhañv 2013. Daoust da zigresk hollek ar werzh pladennoù e chom feal selaouerien Red Cardell : « Ar chañs hon eus da gaout selaouerien hag a blije dezho kaout ar bladenn evit ar bochetenn hag e levrig ivez. War an dachenn-mañ omp solut ivez a-drugarez d’an ti-produiñ Keltia Musique. Pa labouromp gant Alain Le Meur e vez plaen an traoù rak a-du e vezomp buan a-drugarez d’ur sell boutin ha d’un darempred a genfiziañs. Dre ma vez dasparzhet mat ar pladennoù e troomp kalz da heul gant 45 pe 50 sonadeg peurvuiañ. Ar pezh a sikour ivez da ziorren dalc’hmat raktresoù nevez, ar pladennoù nevez en o zouez » eme Jean-Pierre Riou. « Amañ e vez gwerzhet pladennoù c’hoazh. E-lec’h all n’eus ket ken ! E New-York hon eus klevet : « Chañs ho peus da zont a-benn c’hoazh da gavout pladennoù » eme Vanu Masko.

TONKADUR EBET EVIT PLANEDENN RED CARDELL

N’eus netra sonnet gant Red Cardell neuze : « Perak ket, a-benn un nebeud bloavezhioù, mont war-zu ur c’henstroll. Dre ma tremen an amzer eo uhelekoc’huhelekañ hor raktresoù. Ne vez ket bepred diaes an traoù : evit New York hon eus kaset ur postel ha d’an noz hor boa bet ar respont ! » eme Jean-Pierre Riou.

Tennet eo ar pennad-se eus ar gelaouenn Bremañ, ar gelaouenn viziek hollvrezhonek. Klikit war al liamm-se evit koumanantiñ da Vremañ

Apprenez le breton : En six mois c’est possible !

Articles similaires :

FERMER
FERMER