Deomp de’i 2013 prederiañ diwar-benn stourm ar yezh

D’an 19 a viz Genver e vo aozet breujoù « Deomp de’i » gant Kevre Breizh, e Karaez. An dalc’h zo lakaat ar gaoz war diazezoù ha palioù ar stourm evit adperc’hennañ hor yezh. Patrig Herve, prezidant ar gengevredigezh, a lavar hiroc’h.

Brezhoneg-yezh-ofisiel

Perak bezañ dibabet aozañ breujoù « Deomp de’i » er mare-mañ ?

« Deomp de’i » a oa anv manifestadeg miz Meurzh 2012 [s.o. Bremañ niv. 365 ha 367], lec’h ma oa deuet 12 000 den evit difenn ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Pa vez bodet kement-se a dud, e vez keuz goude da chom hep bezañ gouest da vont pelloc’h. Alies e vez klevet tud o lârout : « Mont da vanifestiñ ur wech ouzhpenn, petra a cheñcho ? Petra a vo graet goude ? » Evit respont d’an daou c’houlenn- se, e oa bet soñjet aozañ devezhioù preder.

Euskariz ar Su o deus prederiet war an danvez hag embannet o mennozhioù. Soñjal a ra deomp hon eus da dennañ gounid eus o skiant-prenet, n’eo ket en ur lakaat da dalvezout rik ar pezh o deus ijinet evit Euskadi, kemer skouer warno evit ar mod d’ober ne lavaran ket.

Un dra all zo bet anat deomp en ur aozañ ar vanifestadeg : bruzunet eo an emsav. Pep hini a stourm evit e dachenn dezhañ. N’eus raktres sokial hollek ebet. Poent eo reiñ ur ster d’an holl stourmoù, diazezet war breder ar bloavezhioù 1970. Stad ar brezhoneg hiziv n’eo ket an hevelep hini ha tregont vloaz zo.

Lod a lavar ez eo tremen poent stourm en un doare pleustrek. Re a zivizoù, a gaozioù. Ya, met stourm evit petra ? Penaos ? Gant pe strategiezh ? Setu perak hon eus soñjet sevel ur preder hollek gant tri ahel sklaer. Da gentañ, adperc’hennañ ar yezh. Daoust hag an divyezhegezh eo ar pal ? Da eil, sevel ur strategiezh evit reiñ o flas d’ar brezhoneg ha d’ar gallaoueg er gevredigezh, goude bezañ bet studiet don stad an traoù e gwirionez, hag an doareoù. Da drede, toullañ un hent evit hon dazont hep bezañ enk warnomp gant soñjoù trumm a zisparti ac’hanomp.

Traoù zo a c’hellfe mont war-raok er maremañ. Un diviz war an digreizennañ zo hiziv an deiz. Graet e vez anv eus kadarnaat karta Europa ar yezhoù ivez […]. Marteze a-walc’h ne vo cheñchamant don ebet. Penaos eta reiñ lañs en-dro d’ar stourm ? Daoust ha ne vefe ket gwelloc’h prederiañ war ar mod hon eus renet ar stourmoù kentoc’h evit chom bout ur wech ouzhpenn ?

Lakaomp e vo sinet ar garta, roet galloudoù zo d’ar rannvroioù, petra a cheñcho e gwirionez ? Lakaomp e vefe ofisiel ar brezhoneg. Ha komzet e vefe a-daoldrumm er straedoù ? Gant piv ? Lamet kuit dre vurzhud an holl skoilhoù evit lakaat ar brezhoneg da chom ur yezh vev ?

Petra ‘vo temoù pennañ ar breujoù ?

Da gentañ e vo ret sevel ur bilañs eus stad an traoù. Goulennet ez eus bet ouzh Ofis publik ar brezhoneg en ober. Ur bilañs sifret a fell deomp kaout, evit diazezañ ar preder war fedoù, ha n’eo ket war skiantprenet un nebeud re pe trivliadennoù. Goude, hon eus dibabet teir zachennlabour :

Peseurt diazezoù evit adperc’hennañ ar yezh. Ne vo ket ul listennad klemmoù d’ober ouzh ar Stad c’hall, ar pezh a rankomp- ni sevel hag aozañ drezomp-nihon- unan ne lavaran ket. Petra lakaat e penn kentañ ar stourm ? Ar skolioù ? Ar mediaoù ?

An darempredoù gant ar politikerezh : petra eo perzh ar gevredigezh hag an intrudu sokial, ha petra eo hini ar bolitikerien ? Peseurt atebegezh eo hini an dilennidi ? Gwelet er broioù all penaos emañ kont. An darempredoù gant an ensavadurioù etrebroadel a reolenn ar bed ivez. Perzh pep hini ac’hanomp…

An diriadelezh : an identelezh hag an tiriad. Un dachenn evit ar brezhoneg hag unan evit ar gallaoueg ? Bro-Naoned, Breizh ha « Grand Ouest ». Studiet e vo, spi hon eus, kudenn an divyezhegezh pe al liesyezhegezh zoken.

Labouret ez eus bet en a-raok war an temoù-se ganeoc’h ?

Evit aozañ Deomp de’i 2013, hon eus krog et da brederiañ da vare manifestadeg warlene. Lod o deus lâret n’o doa ket c’hoant da zont peogwir ne oa ket bet lakaet « brezhoneg yezh ofisiel » da lugan. Un dizemglev a oa bet ivez etre Kevre Breizh hag Ai’ta. Er C’huzul Sevenadurel e oa bet komzoù trenk etre lod eus difennerien ar gallaoueg hag ar vrezhonegerien, hag all hag all. Se zo kaoz hon eus goulennet digant an neb a garo reiñ e soñj, en ur respont da c’hwec’h goulenn. Gwelet ar pezh a zo bet cheñchet er gevredigezh : komz brezhoneg tregont vloaz zo, n’eo ket komz brezhoneg hiziv.
Ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Ar gerstur eo « adperc’hennomp hor yezh », pep hini en e yezh, ent-fetis, neket ent-teorikel, en hon div yezh.
Sevenadur ha yezh : liammañ da vat an daou stourm.
Legadiñ istor ar stourmoù, ar gevredigezh. Stummañ stourmerien nevez.
Al liammoù ouzh an dilennidi. Ha da ziwezhañ, peseurt ostilhoù hon eus savet evit adperc’henniñ hor yezh ? Daoust hag efedus int c’hoazh ? Petra o deus degaset ? Efedusoc’h e c’hellfent bezañ ?
Un nebeud skridoù hon eus bet. Diskouez a reont e vez ken prederiet an dud gant ar memes mennozhioù ha biskoazh, ha diaes dezho mont pelloc’h. Pediñ a reomp an dud da skrivañ deomp bepred. Seul vuioc’h a dud o kemer perzh, seul welloc’h ha seul zonoc’h ez aimp.

Penaos e vo lakaet frouezh danvez preder Deomp de’i 2013 da dalvezout ?

Un hent da heuliañ evit ar bloavezhioù da zont a fell deomp toullañ. Dastum an holl vennozhioù, ha sevel ur skrid hag a vo degemeret gant ar re a vo deuet d’ar breujoù, hag embannet. Servijout a raio da unaniñ ar stourmoù, da reiñ diazezoù sklaer evit respont d’an tagadennoù, ha d’an tagadennoù ideologel dreist-holl.

Ur pal uhel eo, met ret. Evel-just, n’eo nemet penn-kentañ un hent nevez. Diaes eo soñjal e vefe peurvat al labour goude un devezh hanter hepken. Spi hon eus e tegaso ar breujoù-se ul lusk nevez. Ma n’eus pal sklaer ebet, e c’hell an oberoù bezañ falloc’h eget ar c’homzoù. Termenomp palioù asambles, ha boulc’homp al labour asambles, evit reiñ un dazont d’hor yezhoù : sed aze pal Deomp de’i 2013.

Tennet eo ar pennad-se eus ar gelaouenn Bremañ, ar gelaouenn viziek hollvrezhonek. Klikit war al liamm-se evit koumanantiñ da Vremañ

Apprenez le breton : En six mois c’est possible !

Articles similaires :

FERMER
FERMER